Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/125

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 116 —

Amzer a gemeran, pan eo achu an treo, da vont da glask ma meren, ha, goude e tistroan d’ar memes sal. Bean am meus c’hoaz peadra da chilaou.

Penôs stuman « floc’higed an Otro Doue », da laret ê, ar golisted ? An otro Macdonal, eun aluzenner eus arme-vor Bro-Zôz, hen lavar d’imp. « Respont an oferen, emean, a zo eun dra meurbet enorus, dre ma ver oc’h eilan beleg Jezuz-Krist, hag o terc’hel plas ar bobl kristen. Dre-ze ec’h ê ret kemer poan evit stuman « floc’higed an Otro Doue ». Pez a zo d’ober ec’h ê diski d’ê ervat o relijion, evit ma refont pep tra gant fe, doujans ha devosion ; kustumi ’nê da zistagan ervat komzo ar pedenno, ha stuman zoken o izili evit ne refont netra a zisneu. »

Goude m’hon deus klevet ar gentel-ze, e peder an otro Bruchesi, arc’heskob Montreal, da laret d’imp eur gir bennak evit he harpan. Fe, n’ê ket peadra a vank d’ean. Mes elec’h displegan d’imp bep sort rezonio, e kont d’imp eun histor, eun dra c’hoarveet gantan. « Arlene, emean, ’n eur dremen dre Bariz, e tigoueas d’in ober anaoudegez gant eur soudard koz, d’ean pemp bla ha pevar ugent, bet gwejall evel zouav e servij an Tad Santel ar Pab. Ha ni en em glevet evit mont da Vonmartr d’ober war eun dro eur pelerinaj. Mont a rejomp an de warlerc’h. Krog e oan d’en em wiskan ouz an ôter (ôter an Arme, ha c’hoaz eman sant Mikel ’uz d’ean gant medalenno ha treo-all roet en gwestl en eun tu, ha kleze ar jeneral de Sonis eus an tu-all), hag ec’h ên da gemer ar gasul pa deulis ple ne oa responter ebet. Ober a ris sin d’am mignon koz da zonet d’am c’hât. Mes, elec’h mont d’ar sekretiri da glask eur c’holist, e c’houlennas diganin an enor da respont hen