Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/124

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 115 —

hini e zever » Ar c’homzo-ze n’int ket disanav evidomp, rak o lennet hon deus dec’h dindan skeuden arem an Amiral Nelson, war leuveen Drafalgar.

Ar galleg adarre a gemer an Otro Vannutelli evit trugarekât ar selaouerien ha dreist-oll ar Zôzon ’vit an desteni ken karantezus emaint o paouez rei eus o doujans e-kenver an Tad Santel ar Pab. Neuze e ro d’ê e vennoz.

Hag endro breman an ogro hag ar mouezio evit kanan kantik ar Pab. Pan ê achu gantan, ec’h a pep-hini war e du, rak fin ê d’an nozvez.

Uneg heur eo, ha gant se n’eus ket ezom da c’houlen diganin war besort tu ec’h an.

Goude bean laret kenavo d’am amezeg, an otro Buleon, e kemeran eur weturig hag a gas anon da Dudor-Hotel.


§ XIV. — AR VODADEN VEUR E E KAXTON : « FLOC’HIGED AN OTRO DOUE. » — AR JENERAL DE CHARETTE.


D’ar gwener, an 11et a Wengolo.

An oferen-bred a dle bean kanet da 9 heur en iliz-veur gant an otro ’n arc’heskob Utrecht, mes kanet e vo hepon : rak skrivan am eus d’ober. ’Benn 10 heur hanter, avat, ec’h on en Kaxton Hall evit klevet lenn labourio diwar-benn ar Zakramant Santel. Komunian alies a blije d’ar gristenien gentan ober, ha kemend-all a dlefe c’hoaz bean grêt gant ar gristenien : setu an diou gentel a zispleger diragomp. Seul-vui an neus plijet d’in o chilaou, ma klotont gant an hini an neus roet d’imp an Tad Santel ar Pab a neve-so, diwarbenn ar memes sujed. Eun dra c’hoaz hag an neus laket stad ennon eo gwelet adarre war ar chafod eskob Sant-Brieg. « ’Vit eun eskob kertrius, a zonjen, heman n’ê ket unan. »