Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/120

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 111 —

An hini gentan a deu gant an otro Heylen, eskob Namur, an eus ar garg, gant sikour eur bagad komiserien-all, da urzan pep tra evit ma vo dalc’het bep bla, en eur vro pe vro eus ar bed, eur c’hendalc’h Eukaristek. « N’on ket, emean en zozneg, n’on ket evit komz ken reiz ha c’hwi en ho yez kaër (en Namur e komzer galleg) ; santout a ran avat am eus ar memes fe hag ar memes karante ha c’hwi e kenver ar Zakramant binniget. Pell-zo e sonjemp dont da Londrez evit en em vodan en enor d’Ean. Setu, velkent, bet ganimp hon mennad. Ar pez a refomp aman a dalveo ive kalz a c’hloar d’hon Zalver, penegwir e c’hellfomp ober aman, koulz hag e lec’h-all, eur prozision lidus en enor d’ar Zakramant, Ha nag a vad a dalveo ive ar gouelio-man da Vro-Zôz ! Ar gatoliked a gresko o fe, hag o breudeur digatolik en em gavo gwell ive eus ar pedenno a refomp evite hag eus ar skwer vat a rofomp d’ê ’n eur diskoe d’ê hon fe, hon c’harante hag hon devosion. »

Ne dalv ket a boan laret e plijas meurbet ar sort komzo d’ar re o c’homprenas penn da benn, hag e talvejont strakadeg daouarn d’ar prezeger eus abeurz an oll, ya, a-beurz an oll, a-beurz ar re zoken na ouient gir zôzneg ebet. Hag evelse e vo kont beteg ar fin : gant er memes tan e teve an oll galono, dre er memes hent e oa ret d’ean dont e mêz.

Breman e komz an otro Delamaire, kenarc’heskob a Gambrai, unan eus ar muian helavar eus eskibien Bro-C’hall. Galleg eta a glevomp ar wej-man, ha hini c’hwek. Goude bean displeget meur a dra dereat e teu d’e dro d’ober meneg eus an enor a vo grêt da Jezuz disul ’n eur dougen ’nean dre ruio ar gêr vras. « Mes n’ê ket a-walc’h, eme