Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/119

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 110 —

Gazetenno Londrez a lare an de warlerc’h ne oa bet grêt biskoaz kement a enor da den en Albert-Hall. D’imp da laret d’hon lennerien perak, mar n’hen gouzont ket. Pez a ra diskoe kement a respet hag a garante d’an den-man ec’h eo abalamour e talc’h aman lec’h an hini zo e penn an Iliz, lec’h vikel Hon Zalver Jezus-Krist, lec’h an Tad Santel ar Pab. Piou a zo uheloc’h ’vit ar Pab war an Douar ? Da biou eta ec’h eo dleet ober ar brasan enor nemet d’ean ha d’e « legat » ?

Epad ma tregern Albert-Hall gant mouezio an dud ha gant hini an ogro, e tired goustadig an neuden a ra an eskibien hag ar Gardinaled ’n eur gerzet hini ha hini ’rôk an otro Vannutelli. Trezeg ar chafod ec’h eont ha bep mac’h arruont, e pignont warnan.


§ XII. — AR LODEN GENTAN EUS AR VODADEN ; ESKOB NAMUR HAG ARC’HESKOB CAMBRAI O PREZEG. — ESKOB MONTREAL O VEULI BLEUIO FRANS.


Pan ’n deus kemeret pep-hini e lec’h, e tav an oll vouezio hag e sav an otro kannadour evit rei d’an otro Bourne, arc’heskob Westminster, ar garg da ren pep tra er vodaden. « Neuze, eme heman d’an dud a zo er zal, n’em eus nemet eun dra d’ober dioustu : ho pedi a ran, mar plij, da ganan dioustu ar c’hantik « O Spered Santel, Spered a sklerijen. »

Ha setu an ogro endro adarre, ha neb a gar, daoust ha bean vefe diaveziad, da ganan war dro gantan : rak bean hon deus levrio sôzneg a gavomp enne komzo ar c’hantik. Biskoaz n’am eus unanet ma mouez gant kement a vouezio-all, na kanet gant kement a galon.

Breman e zo prezegenno da glevet diwarbenn ar Zakramant adorabl.