Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/118

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 109 —

karêt ê an Tad Santel gant e vugale a Vro-Zôz hag ar re a zo deut d’o gwelet ! » Mes sur on ec’h ê pelloc’h e sonj hag e oa enni kement-man : « Pegen karet ê zoken en Londrez gant tud digatolik ! »

Hag, evit gwir, eman ar c’hannadour o paouez kaout eun desteni a ze. En pe doare ? Setu aman, herve ar pez an neus kontet d’in Emile Poullin : heman an nevoa renket, dre ma oa hep bilhet, chom e-mêz eus ar zal.

Var dro eiz heur e oa eur bern tud eveltan ouz an dorojo ha war hed-tôl d’an dorojo, c’hoant d’ê da gaout digor : mes n’hellent ket terri o c’hoant. Nec’het bras e oant. O nec’hamant koulskoude na oa ket evit terri tommder o c’halon. Adalek ma welont ar c’hannadour o tisken eus eun « auto carr », e sav en enor d’ean eur youc’hadeg da vouzari hag eun hejadeg toko ha mouchouero sort na weler ket en Londrez. Ar Zôzon, dre natur, a zo yen ha dizeblant. Pa ve meneg d’o intanan, e tennont eun tamm d’ar c’hoad glas. Ar re avat a zo aman daoust a besort relijion ec’h int, a denn d’ar c’hoad sec’h : enne oll, evel pa vijent bet treuzet gant eur luc’heden elektrik, e krog dioustu an tan a garante a lak dre-oll kannadour ar Pab da grigi en dro d’ean.

An otro Vannutelli, ’n eur blegan e benn, a ra d’ê eur mousc’hoarz a drugare hag hen a dreist d’an treujo evit mont ’trezek ar zal. Seul vui ma tenvala evite diskouarn an dourni a enor a dalc’her d’ober en diavez, seulvui e krenva evite an hini a zo neve-zavet en diabarz. Mes an dourni-man a deu da vean eun drouz-kurun adalek m’eman ar c’hannadour en gwel. « Hourrah ! » eme darn ; « E viva » eme darn-all hag a oar italianeg. Hag an oll a-bouez penn.