Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/117

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 108 —

ec’h int bet laket e pep fesken : daou pe dri en eun tu, ha daou pe dri en tu-all. Kement-se a ziskoe e kerz aman ar Pab hag ar Roue dorn ouz dorn hag e fell d’ê en em glevet evit ober vad d’ar Zôzon. Ar roue koulskoude a zo protestant. Mes mar ’neus c’hoant bevan e ine, an neus c’hoant ive da lezel da vevan an ineo na zonjont ket eveltan. Setu petra eo anaveout ar gwir liberte ha reizan ganti an obero. Disanav ê, siouaz ! ar sort liberte evit renerien Bro-C’hall, pe da vihanan n’ouzont ket bevan na gouarn herve he spered : huali a c’houzont ha netra ken, da vihanan pa ve meneg d’ober eur vad bennak.


§ Xl. — DIGEMER ENORUS GRÊT D’AR C’HANNADOUR EN ALBERT-HALL


Setu, en eun tôl, savet an dud en o zav, krog ar mouezio da hopal « hourrah ! » hag an daouarn, lod da strakal, lod da hejan ’us d’ar penno mouchouero ha manego. An ogro e-unan a deu e vouez da vean têr ; a-strons, koulz laret, e tôl e notenno, evel pa ’nije c’hoant d’hon dihuni. Ha koulskoude n’ê ket direiz e zoare son : an ton a heuilh a zeblant bean grêt evit rei kalon da dud o kerzet.

Hag en gwirione bean a zo breman tud o kerzet diragomp, mes divalo divalo, an eil goude egile ; fe, just pez hon deus gwelet diou pe daer gwej en iliz-veur : vikeled vras, beleien veur hag abaded a bep sort urz da gentan ; eskibien goude ; ar gardinaled (’m eus aon e vanke unan anê) a deu breman ha, ’vit klozan an dremenadeg, an otro Vannutelli, kannadour an Tad Santel ar Pab.

Nag ec’h ê seder heman ! eur mousc’hoarz a dremen hag a hadtremen war e zremm : stad vras a zo ennan o sonjal en hini o dalc’h aman e lec’h. « Pegen karet ê, emean d’ean e-unan, pegen