Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/121

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 112 —

an arc’heskob, enori hon Zalver dirag an oll : red ê d’imp ive rei d’ean ar renk kentan en hon c’halono. » Hag hen kenkent, ’n eur rei muioc’h a dro ha muioc’h a dan d’e vouez, da c’houlen digant ar selaouerion ha fellout a rê d’ê e vefe kont evelse. « Oui, oui » eme darn ; « yes, yes » eme darn-all ; « ya, ya » eme ar Vretoned hag an Almaned. Hag ar girienno-ze, goude bean êt da skei ar mogerio hag ar ouel ledan ha ponner a zo stignet dindan an doen evit mirout n’afe ar vouez e-kwit, a deu war o c’hiz trezek d’imp, evel pa nije c’hoant an hekleo da griski c’hoaz ar safar.

’N eur glozan (rak red ê d’in troc’han berr) e lavar an otro Delamaire d’e selaouerien pidi a greiz kalon evit ma tistroo adarre ar vro-man d’an Iliz katolik ha Roman. « Deut daveti, emean, deut, Jezuz ma Otro. Veni, Domine Jesu, veni ».

Eun tol c’hoari kurun c’hoaz, gant an daouarn, hag an Otro Cars, eun arc’heskob australian, da stagan war eur brezegen-all. En sôzneg e komz, hag en sôzneg re c’hwek evidon : dre-ze n’hellan ket hen heuilh.

War e lerc’h e teu an otro Bruchesi, arc’heskob Montreal, hon deus klevet ar beure-man o komz en Caxton-Hall. Ar strakadeg daouarn a zav arôk zoken m’an neus digoret e vuzello, hag a ziskoe ec’h ê diwar neuze goneet gantan kalono ar c’hallegerien.

Da gentan e lavar eur gir bennak en sôzneg. Ne chom ket pell avat hep goulen otre da drei var ar galleg, abalamour m’eo ar yez-se, emean, yez e vro (evel m’ouzer, al loden vrasan eus ar Ganadianed a gomz c’hoaz ar galleg, evel ma rê o zado koz, a oa eus Bro-C’hall). Ha petra a laro, nemet ec’h ê karget kalono e genvroiz a laouenidigez o sonjal