Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/114

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 105 —

goullou eur gador-vrec’h etre daou otro a zo azeet dija. Doue da vean meulet ! Unan anê, ma amezeg deo, ec’h ê an otro Buleon, person iliz-veur Gwened. Nag a stad a oa ennon, n’oufen ken laret : kaout en em c’hichen, evit laret d’ean ma zonj ha kaout e hini war ar pez ac’h an da glevet ha da welet, n’ê ket eur c’henvroad a Frans, mes eur c’henvroad a Vreiz-Izel, eur Breizad hag a c’hall, gant e spered digor ha lemm, dizolo ha trei c’hwek ar wirione diwar benn bep tra ! — muioc’h so : eur mignon a anavean hag a bleustran aboe daou vla warn ugent so, eur mignon hag am eus kemeret en e galon eul loden eus e garante evit e vamm vro hag ar brezoneg, — nan, en gwirione, ne oan ket, n’hallen ket bean en gortoz a ze. Ne ouien ket zoken e oa deut da Londrez evit ar c’hendalc’h.

Mes ar pez a skrivan aman, ne lakis ket kement amzer d’hen santout pa zigoueas d’in (eun digoue klasket gant ma êl mat) mont d’azean en Albert-Hall e-kichen an otro Buleon. Eun dudi e vije bet evidomp diviz diwarbenn hon amzer dremenet. Mes eun dudi-all hon deus dioustu da danva, me dreist-oll, me a zo o paouez aruout.


§ X. — DANVE KLEVET HA DANVE GWELET. — DRAPOIO AR PAB HA RE AR ROUE


Evidon da vean, en em beajo, laket meur a dra souezus dindan ma doulagad, biskoaz ne gouejont war dreo a sort gant ar re a zo breman dirake. Meo int, koulz laret, gant a blijadur o deus o sellet ouz an eiz mil a dud a zo azeet ’us d’am fenn, dindanon, en daou du hag a dal d’in. Ha n’eus ket unan anê ha n’hallfen ket ken gwelet, evel mac’h on me ma-unan gwelet gant an oll. Mes en plas gwel eman dreist-oll ar chafôd a zervijo da dri-