Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 106 —

bun hag a zo kempennet gant bleunio gwenn ha melen (livio an Tad Santel ar Pab). Eman du-hont en traou, eun tammjg a goste d’ar c’hreiz. Mar goc’h bet en eur « sirk », ho peus tôlet ple d’al leuren rond ha sabrennet a ve grêt warni an troio c’hoari. Ac’hanta ! adaleg al leuren rond-se (hag Albert-Hall a zo hanval a walc’h ouz eur sirk, nemet a zo kadorio elec’h sabren war e leuren), a-daleg eno e krog ar vins a gas d’hon chafod. Pesort ment an neus heman ? N’hen larin ket. Re bell en em gavan dioutan. Mes ledan e tle bean, penegwir e tle digemer oll benno bras ar c’hendalc’h. Goullou eo breman ha marteze e zo droug ennan o welet leun-kouch ar peur-rest eus ar zal. Mes gortozet : bremaïk en devo e dro.

A du gant ar chafod, eun tamm uheloc’h evitan, e zo eur muzik hag a zon herda ma c’hall. Mes n’et ket da gridi, onn vat, e vefe hanval ouz muzik eur sirk, daoust ha ma ’n em gav ive muzik eur sirk en eur c’hoste ha mac’h eo ive pignet uhel. Mar ro hon hini kalz a zonio war eun dro, ne loska ket ’nê evel ma teuont e teuont, aon gantan ne deufent da doullan speurennig hon diskouarn. A-bell ac’hane. O lakat a ra da glotan kement ha ken brao mac’h eo eun dudi o c’hlevet. Ha neuze aman n’eus nemet eur benveg, nan a d’hen kas nemet daou dorn ha daou droad. « C’hwi avat a lavar treo d’imp » eme d’in eur lenner. « Penôs e sono eur benveg ma ne c’hweer ket ennan gant eur geno bennak ? » — « Geno ebet, ma mignon, Eur c’hweerez a zo aman hag ec’h ê eur vegin ec’h ê. Boutet ganti an avel en diabarz, e tremen dre 9.000 duelen (lennet ervat, mar plij) ; tuelenno houarn gwenn int, sonn en o zav ha da bep-hini anê evel eur gorzailhen hag eur geno : pikolo pifro, mar gê gwell ganac’h. » — « Eun ogro ’ta