Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/113

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 104 —

mac’h ê tost da c’hwec’h heur, rak dre betrol ec’h a ar c’hiri buhan buhan.


§ IX. — BODADEN VRAS EN ALBERT-HALL. — EIZ MIL A DUD. — EUR GAVADEN : AN OTRO CHALONI BULEON.


’Vit noz ne chomomp ket da louedi ouz tôl, rak da eiz heur e zo eur vodaden vras da vean en Albert-Hall, da laret eo en sal ar prins Albert. Ha ’vit arruout eno, e tle pep-hini en em dibab ar gwellikan ma c’hallo. N’omp ket evit en em heuilh, dre m’eo bet merket e blas da bep-hini, tremen eur miz-zo : eur garten c’hlas, pe velen, pe ru, warni niverenno ha lizerenno a bep sort, a lavar d’ean pelec’h e kavo e gador pe e skabel.

Mes e baper paour n’hall ober netra ken evitan. N’hall ket hen kas beteg e blas, hag eno eman an dalc’h.

Setu c’hwi digaset gant ho kwetur beteg eur pikol ti rond-u, d’ean dek ha tri-ugent metr a ledander eus eun tu, ha pevar-ugent eus an tu-all. Dorio-dal a zo da vont ebarz, peder pe bemp anê. Mes pelec’h eman ma hini ? Birvi a ra an dud en dro d’in ha hanter denval ec’h ê. Gant goulen ma dor e vint kwit. Ha me da c’houlen. Setu a bep tu eur vannel ledan. Mes aman e zo eun otro hag a ziskoe d’in an hent merket war ma faper. Aru on en eil estaj. Eur plac’h breman, a rêr anei an digorerez, am digemer hag am ambroug beteg eun nor a zigor d’in. « Aze », emei. Ha pan on êt en diabarz : « Dre aman », eme eun otro. Hag e tiskennan eur pennadig, hen em em rôk, gant eur wenojen ac’h a beteg an traou a-dreuz d’ar regennado kadorio. « Dre aze breman, emean, ken m’ho po kavet ho kador. » Fe, mont a ran hag e kavan