Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/112

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 103 —

eus renket hec’h ober re vuhan : en tri de em eus gwelet eul loden vras eus Bro Gymri. Bet on ive en Llanover, ’ti an Itron Herbert, hag he deus laret d’in ober d’ac’h he gourc’hemenno. Sonj he deus c’hoaz, ha stad enni, eus an daou pe dri devez ho peus tremenet en he c’hastel. » — « Ma ! Otro’n eskob, me ive a zo stad ennon o c’houzout kement-se. Hag ec’h ê yac’h bepret hon itron ger ? » — « Ya, a drugare Doue, ha yac’h-pesk. Seder e toug he fevar-ugent vla. An otro Harscoet, ma c’henveajour, a oa ken souezet ha me ouz he gwelet ken bueek ha ken sart. » Mes n’eo ket an Otro ’n abad Harscoet, eur c’helenner eus Seminer Sant-Brieg, a zo er mare-man gant an Otro ’n Eskob. An Otro chaloni Allo eo, unan eus e vikeled vras a enor : saludet am eus bet anean ive, ha breman hen gwelan o vont d’azean en eun « auto-carr » e kichen hon eskob.· « Kenavo ! Kenavo ! »

Me ac’h a war droad d’an iliz-veur evit heuilh ar gouspero, a zo da vean kanet da bemp heur. Fe, ne badont ket pell, daoust d’ê da vean kanet war an ton bras. Mes an ton bras-man eo an ton gregorian, eun ton hag a fell d’ean e ve distagellet c’hwek pep sillaben hag e ve pouezet pelloc’h war unan evit war ar re-all. N’ê ket eta ’n eur jachan warni ha ’n eur stlejan ar vouez ar muian ma c’haller, e ve kanet ar gwellan, hag e roer tro d’an ofiso.

Goude ar gouspero, bennoz ar Zakramant. Gant an dud a deu e-mêz goude-ze eus an iliz ec’h ê du ar ruio ; kement a gristenien a oa dastumet enni ! Breman en em denn pep-hini anê etrezek ar gêr, darn war droad, darn dre an « tube » ha darn en gwetur. Eun « autobus » eo a dapan me ha d’am hotel evit koan : barek e vin, daoust ha