Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/110

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 101 —

rener, an Otro Amette, arc’heskob Paris. Eun deg eskob bennak a zo endro d’ean, en o zouez hini Sant-Brieg.

Tri pe bevar skrid a lenner diragomp, danve e pep-hini anê da domman hon c’halono ouz ar Zakramant adorabl. Unan anê a ziske d’imp e oa boazet ar gristenien gentan da gomunian bemde. « Ha koulskoude, eme al lenner, e rene an dud gwasoc’h bue epad ar bevared kantved evit ne reont breman. D’imp eta da dostaat alies, ha bemde mar gallomp, ouz an Dôl zakr ».

Ar pez a stokas ar muian hon c’halono, e oa diviz an Tad Boubée, eus kompagnunez Jezus. Setu aman, berr ha-berr, ar pez a lavaras. « Burzudo Lourd, emean, a zo brudet dre ar bed-oll. Mes seblantout a ra n’eus ket bet c’hoaz tôlet ple d’ar garante virvidik a diskoeer eno ouz Sakramant an Oter. Ar bla-man e zo bet roet en Lourd eur milion ha kart a gomuniono. Leiz a vurzudo a zo c’hoarveet epad prozision ar Zakramant pe epad an oferen. Unan eus ar re souezusan a zo c’hoarveet evit ar bla, breman ’zo c’hwec’h sun, epad ma lared oferen bred ar Jubile : eur glanvourez pareet en eun tôl ha da vat, eus goulio euzus ha na baouezent da ziskargan. Kazi bemde e ve grêt prozision ar Zakramant, ha, bep ma tremen Jezus e kreiz an dud klanv, e ro ar yec’hed da veur a hini. Diwar kant burzud, eme an doktor Boissarie, e zo 60 hag a dleer da Doue an Eukarist. Dre devosion ouz ar Zakramant Santel, eo c’hoaz e tremen kalz a belerined nozvezio a-bez en iliz Lourd : êzetoc’h e kavont hen adori evelse. Ha ne laran netra eus ar graso a zistro a ro an Itron-Varia Lourd da leiz a dud dife pe da ineo yen-sklas, graso hag o lak da dostaat ouz tôl zakr