Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 102 —

ar gomunion. Setu penôs e tigas d’he Map kement-hini a gas d’ei e beden. »

Pa oa poent klozan ar vodadeg, e savas an Otro Amette : kenkent eur strakadeg daouarn gouest da vezevenni ar penno. « N’ê ket d’in hepken, eme an Arc’heskob, e fell d’ac’h rei, dre ho strakadeier, eun desteni a garante, mes d’ar Frans katolik a-bez. Dre-ze ne c’hellan nemet ho trugarekaat. » Ha neuze e lavar d’imp en em lakat, hep dale tamm, da gomunian alies, ha zoken bemde. « Unan bennak, emean, a lavare bremazonn e teuio da vad, epad an ugentvet kantved, hon mennado kristen. Lezet anon, d’am zro, da laret d’ac’h ma zonj. Mar fell d’ac’h gwelet o c’hoarveout ar pez a vennet (voulez) hag ha c’hoantaet, en em unanet bemde dre ar Gomunion gant hon Otro, evit gallout eveltan rei d’ar vad hoc’h oll nerz hag ho pue zoken. »

An arc’heskob, goude bean intanet hon c’halon gant ar sort komzo, a ro d’imp e vennoz, ha ni e-mêz.


§ VIII. — EUN DIVIZ GANT OTRO ESKOB SANT-BRIEG — GOUSPERO GREGORIAN


O vean en em gaven tost da doull an nor (meur a hini n’o devoa ket gallet dont ebarz), en em dennis êzet eus a-greiz an engroez (foule) hag ec’h arruis war ar ru abret a-walc’h evit saludi an Otro Morelle, ma eskob karet, ha goulen digantan eus e gelo. Gôut a ouien, ouz e welet o kemer lod en oll bodadenno ar c’hendalc’h, e tlee bean yac’h. Mes bepret e felle d’in kinnig d’ean ma gourc’hemenno a zoujans. Ha neuze c’hoant am moa da glevet eun doareïg bennak eus e veaj Bro-Gymri. Setu perak, goude bean divizet eur pennadig: « — Ac’hanta, otro ’n Eskob, eme-on, n’oc’h ket re skwiz eus ho peaj ? » — « Eun nebeudig, emean, dre m’am