Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 100 —

en galleg gant unan eus barzed ar C’hanada ha bet dizrevellet d’imp gant an otro Bruchesi ! ’N eur glevet anei e redas an dour war meur a lagad. En gwirione bean hon deus breman hon gwalc’h a dudi. Ha koulskoude hon deus c’hoaz an eurvad da glevet an otro kardinal Ferrari, arc’heskob Milan.

En galleg ive e komz ouzimp, evitan da vean Italian : peadra da laket lorc’h ennomp-ni Fransizien ha da ziskoe ec’h ê ar c’hardinal Ferrari eun den disket bras. Ha n’ê ket hepken ar galleg a blij-d’ean, mes ive Bro C’hall. Rak, goude bean roet meulodi da gêr Londrez evit an digemer ken kaer a ra d’ar gendalc’herien a ziavêz, hag evit ar boan a gemer he bugale gatolik da drei ar sperejo war an tu mat, e lavar e zo stad vras ennan o welet er zal-man kement a Fransizien. « Ar Frans a-bez, emean, am eus treuzet, evit dont aman eus Milan, hag en Paris, goude ma oa an de-se eun de pemde, em eus gwelet ilizo leun a dud. Nan, « Merc’h henan an Iliz » n’eo ket maro, n’eo ket zoken kousket. Ar Frans katolik a zo dihun. Goude bean, dirak ar bed-oll, en em laket da baour evit chom feal ouz an Tad Santel ar Pab, en em ziskoe hirie ken krenv ha biskoaz : rak harpet eo war bugale grenv o deus evit nerz an hini a gaver er gomunion hag evit ere an hevelep karante e-kenver Doue an Tabernakl. »

Achu e ziviz gant ar c’hardinal Ferrari, e ro e vennoz d’e chilaouerien : Ha pep-hini anê war e du : koulz meren a zo digoueet.


§ VII. — BURZUDO LOURD HAG AN EUKARIST. — « KOMUNIOMP BEMDE » EME AN OTRO AMETTE


A-benn taer heur en em gavomp adarre bodet en Caxton-Hall, ha ganimp, evit delc’hen ar gador a