Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/108

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 99 —

dempl-hen, elec’h ma tisplege bep sul ar Skritur Zakr, e lavaras e verc’hig d’ean : « Tata, aman n’eus ket eur lampig o tevi ? — Nan, ma bugel. — Perak eta ? — Abalamour n’eman ket Jezus aman. » Ha ’n eur laret se, e santas ar pastor e save an dour d’e zaoulagad.

Stôket e oa e galon gant gras an Otro Doue. Diwar neuze en em lakas da studian ha hep dale : koueet ar goc’hen diwar lagad e ine ha kavet gantan sklerijen ar gwir fe, e roas e hano da vean katolik. Meulet ra vo evit se Sakramant an Oter !

Setu ar pez a vale dre hon spered, epad ma ped an Tad Cabrol an-ôtro Rumeau, eskob Angers, da laret d’imp eur gir bennak.

An eskob-man, a zo anaveet mat en eskopti Sant-Brieg, dre m’an neus baleet drezan ’n eur gouzoumenni (rei ar gonfirmasion), a grog breman gant eur brezegen : eun dudi ec’h eo ive hen klevet.

Memes tra ec’h a ar maout gant an otro Bruchesi arc’heskob Montreal, unan eus kêrio brasan ar C’hanada. Heman, n’eman ket kennebeud e c’halleg da ziski gantan : êzet e gôut, ouz hen klevet, ec’h eo kustum du-hont da gomz ar yez-ze. Birviken n’ankouain an tabut a zavas etouez ar selaouerien pa bedas anê da zont da gemer lod er c’hendalc’h eukaristik a dle bean grêt en Montreal ar bla 1910 (en Kologn, eur gêr eus ar Pruss, an nefo lec’h ar c’hendalc’h ar bla a deu). Nag a vad a reas c’hoaz d’hon c’halono ’n eur laret d’imp e talc’h sonj Kanadiz ec’h ê ar Frans bro-gavel o zud koz :

« Feal omp da Vro-Zôz, d’ar Frans eo hon c’halon. »

Setu troet en brezoneg eur werzen bet skrivet