oa kreden sant Yan Krizostom diwarbenn zakramant an Oter.
En e c’houde e sav an otro Benzler, eskob loran Metz, evit lavaret d’imp eur gir bennak : a-boan m’eo bet pedet da zevel gant Dom Cabrol, abad Beneadiz Farnborough[1] (heman eo rener ar vodaden) ma strap en e enor daouarn an oll, hag ispisial daouarn ar Fransizien, a zell Loraniz evel o breudeur : rak ar re-man a zo bet bugale da Vro-Frans, epad 200 vla betek ar brêzel 1870,… ha c’hoaz ec’h int hirie a galon. Ya, tomman a ra d’ar c’halono ha dre-ze da elvo an daouarn, dreist-oll pa glever an ôtro Benzler o komz galleg evel pa vije bet eun eskob eus Bro-C’hall.
An hini a gomz war e lerc’h n’eo ket barek da gomz eveltan. Mes ’pez a lavar a deu eus e galon hag a gav ive hent ar c’halono. Ezet eo goût an neus hon Farizian (rak eus Pariz ec’h ê) eun devosion dener ouz ar Zakramant Santel. Hen eo an neus kontet d’imp an histor-man (eun dra wir) na vo ankaouet gwej ebet gant e selaouerien.
Eur pastor protestant ac’h eas eun de, gant eur verc’hig d’ean, en eun iliz katolik. « Tata, emei, perak e zo eur lampig o tevi du-hont dirak an ôter ? — Evit enori Jezus, ma bugel. — Ha pelec’h eman Jezus ? — Aze, diabarz ar c’houfrig a zo war an ôter. »
Pa ’n em gavas ar ministr, prest goude, en e
- ↑ Dom Cabrol hag e venec’h a zo oll eus ar Frans, bet harluet eus bro o c’havel a neve so, dre m’o deus en em westlet da zervij an Otro Doue.