neve-so, da vihanan, a-beurz ar ganerien vat, ha re Westminster a gonter ’nê, wardro gant re Sant-Pôl, ’vel ar re wellan eus Bro-Zôz.
Goude m’eo achu salud ar Zakramant, en em dibabomp eus a vesk an engroez hag e kemeromp hent ar gêr.
An eil devez : ar yaou.
Da 9 heur, oferen-bred kanet er gatedral gant an ôtro Amette, arc’heskob Paris, war eun ton bras, emichans, ha kaniri eus ar c’hwekan.
Da deg heur hanter en em disparti tud ar c’hendalc’h en diou loden. Darn ac’h a en eur zal elec’h ma vo komzet en zôzneg, darn-all en em vod en Kaxton-Hall, eur zal he devo an enor da digemer ar c’hallegerien. Ha teulet ple ne laran ket ar Fransizien : e tu-hont d’ê e weler o tired da Gaxton Beljiz, Alsasiz, Loraniz, ar Suised, ar Ganadianed, ar Spagnoled hag an Italianed. Setu ’ta en em gavomp kalz muioc’h a dud en hon zal evit ne zo an hini ar zôznegerien.
Fôt a blas, zoken, e renk kalz eus hon zud chom e-mêz. Gwaz d’ê ! Rak etre 10 heur hanter ha kreiste e zo bet dispaket en diabarz danve diskamant ha danve dudi.
An hini a glevomp da gentan o komz ec’h eo ar prins Max a Sax. Ya, eur prins, mar plij, hag eur prins gwirion, n’eo ket unan koueet eus lost ar c’har. Eus tiegez roue Bro-Sax ec’h ê, ha ’neus ket bet fê ’vit se d’en em ober beleg. Ha gouiek eta : evitan da gaout tregont vla hepken, e oar n’onn ket ped yez, yezo beo ha yezo maro.
Hirie e tispleg d’imp, en galleg mat, pehini e
5.