Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/105

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 96 —

digare m’o defe c’hoant ar gatoliked da lakat o zroad war goug ar Zôzon evel gwej-all. Skrivet o deus d’ar ministr ha d’ar roue zoken, evit ma vo lemet digant ar gatoliked an ôtre a zo bet roet d’ê d’ober prozision ar Zakramant : mes kollet o deus betegen o foan. Respontet e zo bet d’ê ec’h ê bet digemeret o lizer ha netra ken. Eus a ze e komz eun nebeudig an arc’heskob ha hep pouezan tamm : kement ha laret hepken n’eman ket en spered ar gatoliked ober an disteran poan, ’n eur delc’hen o c’hendalc’h, d’o breudeur dianket ar brotestanted.

Prezegen an ôtro Bourne, kouls hag an diou gentan, he deus tommet ar c’halono ouz Doue an Tabernakl. Gallout a ra dont breman da skuilh warne e vennoz : digor int ha digor frank evit hen digemer. An êle a zo endro d’an ôter, stouet dirak an hosti zakr, a wel o sevel trezek d’ean, eus kement ine a zo en iliz, akto a fe grenv hag a garante virvidik. Ha seul ezetoc’h e savont ma ro ar c’han d’ê evel iskili : kanan evel ma rêr en iliz-man a zo pidi ha zikour da bidi. Eur wej ouspenn e welan n’ê ket ar ganerien a jach ar muian warni a gan ar bravan. Re Westminster a ro mebeud a nerz d’o mouez : mes he c’has hag he digas a reont evel m’o deus c’hoant ha ’vel ma c’houl an notenno. Gwejo e pouezont warne ha gwejo e tremenont ’us d’ê evel dre nij. O doare kanan ’vit an ton plen a rêr anean an doare gregorian, da laret e, an doare an nevoa kemeret ar pab sant Gregoar, breman ’zo 1200 vla, evit reisan ar c’han iliz. Hini Palestrina, unan koz koz c’hoaz, a heuilhont, pa fel d’ê, ’n eur ganan war eun dro, kemer darn eun ton ha darn eun ton all. An doareo-man da ganan a zo kalz a glask warne a