Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 95 —

tal sart d’ean, liou ar vadelez war e zremm : c’hwel aze an hini a zell outan breman ar 6 pe 7 mil den a zo kouchet e-barz an iliz-veur. Daouzek vla ha tri ugent ec’h ê, ha ne rofe ket an nen d’ean ouspenn tri-ugent. Evit besteod nan ê ket : distagan reiz a ra ar girio a lavar d’imp, hag, o vean ma komz en latin, e c’hell ar veleien hen heuilh bep mac’h a war rôk : Ar re-all n’int ket evit hen kompren, da vihanan, an darn vuian anê. N’eus fors : ne skwizont ket ouz hen silaou dre ma oar c’hoari gant e vouez evel gant eur muzik. Evurusoc’h memes tra ar re a c’hell intent ervat e gomzo. Pez a ra eo displegan hiroc’h lizer an Tad Santel ar Pab : hen kemer a ra, koulz laret, evel steuen. Mes pebez labour ! Peadra da lakat kalono an oll, ha dreist-oll kalono ar Zôzon ac’h intent anean, da neuial en eur mor a zudi.

En e c’houde, e seblant e vefe kerse gant an nen silaou eur prezeger-all. Ha koulskoude, ’n eus ket a-boan an Otro ’n Arc’heskob Bourne o stagan outan, pan ê savet d’e dro er gador, daoulagad ha diouskouarn an oll. Bean an neus eur vouez sklêr ha c’hwek. Gwir eo e komz en zôzneg, ha dre-ze e tap ma spered nebeud a dra eus ar pez a lavar. Mes adaleg an de warlerc’h d’ar beure e kave an nen steuen e brezegen er gazetenno, hag, o vean m’eo êzet a-walc’h ar zôzneg skrivet da gompren, e c’hallen neuze ouz o lenn, kaout ma digoll.

Komzo a drugare, emichans, a deu gant an arc’heskob, trugare evit an Tad Santel, trugare evit e gannadour, trugare ’vit an eskibien ha ’vit kement hini an neus kemeret ar boan da brienti ar c’hendalc’h pe da zonet d’hen darempredi. Eun girig bennak an neus bet ive evit eun toulladig protestanted a glask enebi ouz ar c’hendalc’h, war