Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





Ma Beaj Londrez





LODEN GENTAN


————


Arôk ar c’hendalc’h Eukaristik


————


§ I. — PERAK EN BEAJ HA GANT PIOU


Al loden goantan eus Breiz-Veur hag an hini ac’h eo ar muian stag outi ma c’halon a Vreizad, da laret eo, Bro-Gymri, a welis breman ’zo dek vlâ. Kalz a blijadur hag a vad a reas d’in ma beaj. dreist oll dre ma oa bet grêt d’in eun digemer kalonek en Cardiff gant an Tad Haide, hag en Llanover gant an Itron Herbert. Mes, evit mont di, e renkis treuzi eur c’horn douar eus Bro ar Sôzon ha na lavare gir d’am c’halon : yen hen kaven ha ’vel divlaz, ha ken yen-all, an dud a zo o chom ennan. Balamour da ze, n’am oa nemet eur c’hoant ’n eur laret kenavo da Gymriz : distrei eün d’ar gêr dre Southampton (lennet Saous…), elec’h kemer hent ar vugale skol, elec’h ober eun dro dre

Londrez, kêr-benn Bro-Zôz.

1.