Ha setu ne gemeran ar bluen hirie nemet evit lakat aman dre skrid eun doareïg bennak eus ar veaj grêt ganin vit an deio en… Londrez.
Ya, en Londrez, elec’h, ma oa fê ganin mont. Me lar d’ac’h n’ê ket mat laret : « Biken ne danvaïn eus ar sort souben. » Grefet, marteze, ma den mat, ha stad vras ennoc’h. Fe, me zo bet en Londrez ha n’am eus ket a geun. A bell ac’hane ! A greiz kalon e trugarekaan an Otro Doue da vean eünet pep tra en hevelep doare ma ’m eus gallet mont di.
Ar pez an neus am laket da hadtreuzi ar Manch eo ar c’hoant da griski an enor a glaske katoliked Bro-Zôz ober da zakramant adorabl an Oter en eur c’hendalc’h pe eur vodadeg vras a dud a fe. Hon Eskob karet ive, eun Eskob ha na oar ket c’hoaz petra eo diskwizan, an nevoa roet e hano evit-se. Penegwir, ouz ar ret, e c’hellen mont d’hen heuilh, daoust perak e vijen chomet er gêr ? Eun tregont all bennak eus e veleien a reas ar memes sonj, hag i en hent ive : ne oa ket marteze tri eskob eus Frans hag o dije bet kement eus o beleien endro d’ê. Al loden vrezonek euz hon eskopti he devoa roet nao anê : an Otro Alan, person-dean Laonon, an Otrone Raoult, person Plougonver ; Milon, person Plual ; Kergus, person Plian[1] ; Ar Gall, person Sant-Servez ; Ar Moël, person Santez-Trifina ; Gonidec, kure en Gwengamp[2] ; Menguy, kure en Kemper[3], ha me.
Dre Bariz ec’h ejomp oll, hag ac’hane e tapjomp
Breiz-Veur, darn dre Diep ha Newhaven (lennet