Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/9

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

I

en doé, me gred, hou tennet duhont, arlanné, aben de Londrez ; hoanteit hou poé hembkin guélet un dra suéhus, ha guélet e huès éan ; suéhusoh hoah eit ma oemb ingorto.

Guelet e hués kalon ur vro, hag e oé morgousket get en hugenaudaj, é tihunein ! Diovér hi devoé ag er Sakremant santél ; ha chetu hi é tistroein a nebedigeu aben dehou. A pe seblant, allas ! é tigoueh er gouhian genemb-ni, seûel e hra en héaul, héaul er Sakremant, ar drest Breih-Veur ; é ma en néué-han é tigor hag é vléuein duhont.

Guélet e huès Iverzonis ha Sauzonis, tolpet a bep tu hag unanet ol dirag er Sakremant santél ; ha (pardonnet t’emb, o men Doué !) hanval e vehé karante Jésus en dès, hiniù en dé, muioh a grog ar kalon Breih-Veur eit ar kalon Breih-Vihan !

Sellet e huès get leùiné, ha skriùet e huès get guirioné.

Ne hués ket liûet en distéran tra,… kinnameït unan marsé : braùeit e huès re, me mignon, er pé em ès me groeit duhont, hag er pé em boé laret.

Eutru CLERC, bezou én hon kalon diù garanté gredus, unan é kevér Doué hag en al é kevér hou pro : en neb hous héliou, get er livrig-men, én hou péaj Londrez, e gavou ar bep folien er fron huég ag en niù garante-sen.


J. BULÉON,
Person Guéned[1]


————
  1. An neb a fell d’ean anaveout gouriez Gwened, a dle goulen en ti Lafolye (Gwened) levrio an Otrone Guillevic hag ar Goff : Grammaire, Exercices, Vocabulaires.