Kauzeaden eun heur, hirie, a zo græt gant an autro kont a Biellat, eun autro bet gwech-all pinvik braz, an euz laket e holl danve en obero mad a ra en Jeruzalem aboue pemzek vla ’zo, Eur glac’har dispar en doa bet o koll e wreg hag, o vean n’an evoa ket a vugale, en em oestlaz heñ e-unan, hag e oestlaz e vado d’al læc’hio santel.
An autro kont a Biellat ’n euz savet, dreist-holl, eur c’hlanvdi, hini sant Louiz, unan euz ar re gaeran a zo bet savet en Jeruzalem gant Europeiz. Bean hon defo da gomz c’hoaz dioutan, pa ’man ’stok da di Itron Varia Frans. Eno o chom ive an autro Piellat, a dremen an darnvuian euz e amzer en Douar-Santel.
Gwech ha gwech e ra beaj Bro-C’hall evit pleal gwelloc’h gant e obero madelezuz ha setu petra a dalve d’imp hirie an evurusted da gaout anean d’ober d’imp hon displegaden pemdeziek.
Ya, eur gwir evurusted : rag anvout a ra an Douar-Santel ken rez hag a anveomp eur vro, hon deuz chomet pell enni. Barrek eo eta da rei, diwar-benn e vro neve, alio ha poell enne : Petra a zo yac’huz d’ober ha petra nan eo ket, penauz pleustran an Arabed, tud trubard na glaskont nemet *touellan Europeiz, o laerez ha bevan diwar o c’houst.
« Pa vo d’ac’h, emean, da diskenn euz al lestr, taulet ple d’ho pakajo, Mar gint fetiz, staget oute eur paper a vo roet d’ac’h gant an Tad danzeer : heñ ’rey marc’had evit dougen anê euz al lestr betek ti-gar Jaffa. Ar pakajo skanv, avad, eo gwell d’ac’h dougen anê en ho torn : anez-ze e vefent risklet da vean laket a goste ha laeret