æzetoc’h : n’euz d’ober nemet trei ibilh-stouf eun duelen ha, dioustu, e koue diouti, en eur flistran, dour mor hag a garg en berr amzer eul louer varbr wenn. *Peuzklouar eo an dour : ken tommet e ve, epad an de, gant an heol ! Pa ’pe en em em oalc’het ennan, e lausket anean da redek en eur jechan war eur chadennik : distoufet ’peuz eun toull a zo e fonz al louer ha, ’n eun taul, ho peuz hi goullonteret.
Oh ! nag a vad a ra ar goalc’h-man d’in ’vit ar beure o sevel euz ma gwele ! distanan ’ra ma c’horf, dic’hourdan ’ra ma izili ; laouenaat ’ra ma c’halon ! Mar ’mije gouveet arauk dec’h e c’helle an *dreizerien *kibellat, pep-hini herve e c’hoant, a dra zur, n’am mije ket gortozet hirie ’vit kemer ma c’hibelladur kentan. Epad an distro, me anve unan hag a oaro ’n em digoll war ar poent-man !
Goude bean oferniet ha leinet, e lennan eun dra bennag diwar-benn an Douar-Santel, rag tostaat a reomp d’ean.
Arc’hoaz ar beure, mar he bolante Doue, e vefomp dirakan.
Arauk beaji ennan, e fell d’in anveout eun tammik e zoare. Bete vreman, n’am euz græt kazi netra evit se, da vihanan aboue ’c’hon war vor, abalamour, — piou am c’hredo ? — abalamour n’am euz ket bet amzer. An Tado renerien o deuz urzet pep mare euz amzer an dreizerien gant kement a ijin, ken n’o deuz ket amzer da goll, mar reont pep tra ’vel eo dleet, dreist-holl mar plij d’ê, evel d’in, skrivan eun draik bennak bemde, evit delc’hel sonj euz ’pez a ve c’hoarveet.