Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/93

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 75 —

Zantel a goue warnomp euz an nenvo hag he diouskouarn a selaou hon feden. Pedomp eta, ma breudeur, ha pedomp gant fianz. »

Achu ar brezegen, e kroger gant ar Magnificat (war don Ar Roc’h[1], mar plij), ha kerkent an treo da strakal ha da luc’han : Diwar pontik ar c’hommandant e tenner eun tan artifis. Pa zav a-bik uhel-uhel, ’vel eur c’hlasten voan, peb lostennad poultr tanet, e seblant kas d’an neñvo pep-hini euz pozo hon c’han. Pebez dudi ’vit hon daoulagad ha ’vit hon c’halon !

Ober ’reomp c’hoaz en eur ganan hag hep skwizan eun dro d’ar pont gant ar prosision ha neuze ’c’h eomp d’ar chapel da digemer bennoz ar Zakramant.

Ha setu klozet eun devez talvouduz meurbed evit hon ine : adneveaet hon deuz diou zevosion ha n’heller ket bean hepe eur gwir gristen : hini an anaon ha hini ar Werc’hez gloriuz Vari.


————


XXIV


’Rauk arruout en Douar Santel. — Kont a Biellat hag e alio. — Terzien ar pako


D’ar meurs, an dried a wengolo. — Adalek mac’h on

dihun, da laret eo war-dro peder heur, ec’h an da *gibellat en eur gabinen a zo auzet evit se. Netra

  1. Ar Roc’h (Derrien) A zo eur gærik euz Bro-Dreger.