Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 74 —

mant. Ober ’reomp eur poz er penn arauk ’læc’h e zo savet eur roc’hel, eur c’hao enni, evel en Lourd, hag er c’hao-ze skeuden wenn ar Werc’hez dinam.

’Uz d’ean, e-pign ouz kerden al lestr hag ouz pondale ar c’hommandant, e zo leternio paper a bep sort liou, sklerijennet a-ziabarz gant golo ha hijet gant an avel. Ha n’eo ket an Tado hag ar veleien o deuz kempennet an treo ken brao en-dro d’ar Werc’hez, an ofiserien hag ar vartoloded eo.

Ar wech-man e welan gant ma daoulagad pegen braz, pegen tener eo karante ar verdeidi evit an hini a rer anei Stereden Vor. Ar c’hommandant ive ha pevar pe bemp oflser a zo en renk ganimp, en o dorn bep a gantoul-c’holo. Kanan a reont eveldomp a greiz kalon. Beteg ’barz ar c’hegino, pa dremener dirake, e klever pautred o kanan : Ora pro nobis ! Ar re-man n’o deuz ket gallet dont da gemer renk ’barz ar prosision ; lod a gemeront, avad, en enor a reomp d’an Itron Varia.

Goude an dro gentan en em vodomp holl gwellan m’hellomp en dro d’ar roc’hel gleuz hag e selaouomp eur gir bennag, girio tanek, a lar d’imp an Tad Leopold. Etouez e gomzo, e virin da viken envor euz ar re-man : « Epad mac’h omp aman, emean, kollet war ar mor braz, oc’h enori ar Werc’hez dinam hag o pedi ’nei ’vit hon bro, du-hont war douar Bro-c’hall, e-harz ar meneio Pirene, e sav mouezio-all, mouezio breudeur bodet a villiero ’vit meuli ha pedi mamm ha rouanez hon bro, ’Pez a reont du-hont, ’pez a reomp aman, ar stered a lugern ’uz d’hon fenn en bolz an nenvo, a c’hell hen gwelet hag, a dra zur, sello hon Mamm