Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 73 —

an Au. Thierry, eur belek disket braz euz a Vro-Velg, a zo kelenner en Skol-Veur Loven : « Ouspenn mil den yaouank, emean, a zo o studian er skol-ze dindan kant mestr a ro d’ê kentelio a bep sort skiant. Ha na goust ket eur gwennek d’ar gouarnamant : ar pemp eskop a Vro-Velg en em zikour evit dastum ar pemp kant mil lur a ve ezom bep pla evit delc’hel an ti.

Na oufe den gouzout ar vad a ra ar skol-ze en dro d’ei. Mar eo ken brao bevan breman en Bro-Velg, mar ren eno a-gevred, hep noazout an eil d’eben, ar fe gatolik har ar gwir frankiz, ec’h haller laret d’ei trugare : ar bautred yaouank a ve kelennet ganti a ra dioute tud a spered, tud a galon ha tud a benn, barrek da urzan peb tra evit brasan mad an holl. »

— « Oh ! ma vije kont evel-se en Bro-C’hall ! » setu ’pez a laromp an eil d’egile goude bean klevet eur brezegen ken kaer !

Da daer heur, eur brezegen gaer all, pe gentoc’h pevarzek prezegen gaer : evit skrivan donoc’h en hon c’halon ar gentel drist mes talvouduz o deuz roet d’imp ’vit ar beure ar pedenno ’vit an anaon, en em laka an Tad Prunier, rener kouent an Itron Varia Delivrans (tost da gær Caen), da gomz d’imp euz ar maro, ’n eur displegan d’imp ar pevarzek poz euz hent ar groaz.

Koulskoude, ne chomo ket hon spered en kaon dindan sonj ar maro, bete fin an de. Eul *lid kaer ’zo da vean hag ac’h a da zederaat anomp : eur prosision en enor d’an Itron Varia Lourd.

Goude koan e roer d’imp bep a c’holoen hag en em lakomp en urz evit ober diou wech an dro d’ar vati-

3