Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —

e læc’h e talc’h eur stal hag eun hostaleri gant eur breur d’ean ; Jozef Marroum eo e hano. Stad vraz ’zo ennan o tiviz ganimp. Rag setu digare d’ean da bedi anomp da zisken en e di pac’h efomp da Lourd, ha da vont d’ober ive hon frenao ’ti eur breur-all d’ean a dalc’h eur stal en Jeruzalem, ’kichen ’ti Itron Varia Frans, ’læc’h e tleomp disken. Hag heñ o kontan d’in gant plijadur piv eo e vreur Franses, pesort den a zoare eo en Jeruzalem, penauz eo bet kemeret a neve zo da rener gant Breuriez sant Visant a Baul ar Be-Santel, ha me oar petra c’hoaz ? Red eo d’in hen ansav breman : na blije ket kaer d’in neuze e stumm da veuli kement-se e dreo, e vreudeur, ha treo e vreudeur.

Aboue, e zo digoueet d’in gwelet, me ma-unan, na lare nemet ar wirione, da vihanan diwar-benn e vreur Franses. Bean eo heman eur c’hristen euz an dibab. ’Læc’h ’mo da laret divezatoc’h ar vad a ra en Jeruzalem.


————


XXIII


Eur gauzeaden diwar-benn skol-veur Loven[1]. — Itron Varia Lourd, pedit evidomp !


Breman, ’vit na dalein ket pelloc’h, am euz da laret penauz eo impliet ganimp war al lestr hon abardevez.

Da eun heur e klevomp eur brezegen greet d’imp gant

  1. Eur gær euz a Vro-Velg (Belgique).