Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 71 —

Goude meren, e c’houlan gant Yan Voris (eur pelerin euz Loudeak) hag heñ ec’h anve an daou den-ze. — « Ya vad, emean ; n’int ket pelerined, mes Arabed bet oc’h ober konvers en Amerik : emaint o tistrei d’o bro. Meur a wech am euz kauzeet gante ; mar keret, e lakin anoc’h d’ober anaoudegez gante. » — « Ya, aoalc’h ! » emon-me, ha setu ni o vont d’o c’haout.

O bonjouri a ran ha kentan gir a glevan digant unan anê ec’h eo « katolik ! » Komz a reont ar gallek rez aoalc’h evit bean intentet ganin hag, evel-se, e teuan da c’hout ec’h int daou varc’hadour euz Betleem, æt da Vale bro ’vit gonid o bara. Seiz ’la ’zo, e oant o chom en Porz-ar-Prinz, unan ouz kærio enezen vraz Haiti. Ar vro-ze, ec’h a, bep pla, kalz a visionerien yaouank euz Breiz da labourat enni, goude ma vent bet stummet en kloerdi Sant-Jakez[1]. Nan eo ket yac’huz, hag hon daou Vetleemad, goall-gaset gante o yec’hed, a oa poent d’ê dont d’ober eun dro d’o bro evit adneveaat o goad. Deut int, eta, da Vro-C’hall, ha prenet o deuz en Pariz, ’n eur dremen, eur bern marc’hadourez a gasfont gante pa distrofont d’Haiti ’benn seiz pe eiz miz. Da c’hortoz, o deuz kemeret o zro euz beaj an Itron-Varia-Zilvidigez evit dont da welet o mamm-vro, wardro ganimp.

E-kreiz mac’h on oc’h ober kauz gante, e teu davedomp eun autro-all hag a zeblant bean eur mignon d’ê ha pleustri anê kazi dalc’h-mad. Hag, evit gwir, bean eo unan euz o c’henvroiz. Arab eo evelte, pac’h eo ganet

en Jeruzalem. Eur pennadik ’zo, eman o chom en Lourd

  1. Tost da Landivizio.