Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 78 —

gant an dougerien. Mar keret c’hoaz, e rofet anê da dougen d’eur pautrik bennag, gant ma tivisfet a-rauk e heuilho bepred anoc’h. Mar na ve ket dalc’h-mad ho lagad o paran warnan, e kemero an tec’h gant ho tra ha setu c’hwi tapet. Pa vefet arru en ti-gar, mes kammed araug, roet d’ean eur « bakchich » da laret eo eun tamm gwerz butun. « Bakchich ! » ar gir-ze a vo torret ho penn gantan. *Hogen n’it ket da digeri ho yalc’h nemet græt e ve bet d’ac’h eur vad bennag, Neuze ’rofet d’ho Turk (na laran ket pe d’ho Turkez, rag an Turkezed a zo nebeud anê war ar bale ha n’efont d’ho kæ), neuze ’ta rofet d’ho Turk eur pezik gwenn a dalvoudegez pevar pe dek gwennek. Mar keret, ive, e rofet d’ean monei turk ; unan pe daou pe dri vetallik. Pep-hini anê a dalv war-dro eur gwennek hag eur c’hartouron. Gwell eo gant an Turked, avad, hon fezio arc’hant, dreist-holl ar re eman warne skeuden Napoleon. Aour n’ho po da zispign nemet ’ti ar varc’hadourien. Mar dispennet eur pez melen bennag, taulet evez ma vo roet d’ac’h en arc’hant eun dra bennag e tu-hont d’e dalvoudegez ; rag aour Bro-C’hall an euz er vro-ze eun dalvoudegez dreist.

« Evit ’pez a zell ouz ho yec’hed, dioallet ervad da vont e-mæz, — na war greiz an de : risklet ’vefec’h da vean skoet gant eun taul-heol, — na goude serr-noz : tapout a rafec’h buhan arouez ha terzien da heuilh an arouez. An derzien, setu ar c’hleñved ho peuz, dreist-holl, da zioall outan.

« Arabad e vo d’ac’h mont e-mæz hep kaout war ho tok hag e-pign outan eur ouelik lien pe goton pe