Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 67 —

avel hanter-noz da c’houean warnomp. Epad tost d’eun heur e komz d’imp diouti ar prezeger : ’pez eo bet ’barz an amzer goz ha ’pez eo breman. Gwechall e oa eur vro binvik ha brudet : unan euz he meneio, ar mene Ida, herve kreden ar baganed, e oa ganet warnan Jupiter, mestr ar fals-doueo. Eno ive e renaz Minoz, eur roue euz ar furan. Abred e teuaz Kret da anvout al lezen gristen hag he mirout a reaz betek ar c’houezekved kantved. D’ar c’houlz-ze, an Turked he flastraz hag a labouraz da vougan enni ar gwir fe. Aboue neuze ive e tigoueaz d’he c’honverz kouean hag he zud ac’h eaz da baour. Paour int c’hoaz hirie ha goall-eüruz, pac’h int goasket bepred gant an Turked. Koulskoude, aboue pemp bla ’zo, e zo roet d’ê eur rener kristen, ar prins Jorj a C’hres. Hep dale e kreder e voint distaget a-grenn deuz an Turki ha staget ouz ar Gres, ’vel m’o deuz c’hoant.

Meur a dra-all a lavar d’imp an Tad Leopold : mes n’eo ket hep poan. Re grenv eo red d’ean komz, p’an euz da drec’hi war vouez an avel.

Ha homan ac’h a bepred war grenvaat.

Dre ze na vo ket a c’houspero. D’ober petra ? N’hallfe ket an holl mont d’ê, penegwir eo krog adarre an drouk-mor d’ober e reuz.

War-dro pemp heur, evelkent, en em dres an amzer ; ec’h omp adaleg breman er goasked, o vean mac’h omp o paouez lakat enezen Kret etre an hanter-noz ha ni. Rei a reomp d’ei hon grad vad abalamour da ze. A-hent-all he deuz nebeut a dra evit plijout d’imp. Na diskoe d’imp nemet kerrek a goue a-blomm ’barz ar mor ha tosenno uhel a zav an eil war eben, Na dalv ket a