Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 66 —


XXI


Sulvez gant oferen bred, hep gouspero, avad. — A-biou da Gret. — Violanso war an daul.


D’ar zul, ar c’hentan a Wengolo. — War ma zu mad ive e savan ’vit ar beure. Sioul eo ar mor : na zav ken a oagenno warnan, hag ar belerined, holl pe gazi-holl, na zantont ket o c’halono o sevel en o c’hreiz. Leun eo ar chapel ’vit an oferen-bred evel nan eo bet gwech e-bed. Eman enni war eun dro an *dreizerien hag ar *verdeidi. Ar re-man zoken a dalc’h al læc’hio a enor, ar re dostan d’an auter-veur. Ya, ha delc’hel ’reont anê ’vel eo dleet : ofiserien, martoloded ha moused, holl e tiskoeont bean kristenien vad hag e fell d’ê heuilh gant aked o oferen. Evit kriski c’hoaz o fe, e rer d’ê, goude an Aviel, eur gaer a brezegen gant eur belek a zo aluzenner en ti Breudeur Marseilh. Eun dra, dreist-holl, a ra d’ê plijadur : gwelet tri velek ouz an auter war eun dro ; sonjit eta : « Eun oferen a daer wern ! » evel ma leront. Honnez eo an hini a *zere oute.

Goude meren e hadkrog ar mor da finval hag al lestr da zansal. Koulskoude, en despet da drouz an avel, na c’houit ket an Tad Leopold war ar brezegen ec’h omp ’boue ar beure en gortoz da gaout diwar-benn enezen Kret. Tostaat a reomp d’ei ha hast hon deuz d’he gwelet, rag an dud a vor hag an Tado a lar d’imp e harzo hi an