beo, a zeblant bean enni kalon holl dud ar barrouz. Ha du-hont ’ta, a-us d’ar gær, daoust perag e weler tan o krigi ? ’Barz an devalijen a led serr-noz war an douar, e welomp flamino o krenan. Tridal zoken a reont, ’vel pa o defe c’hoant, int ive, da laret d’imp : « Trugare ha beaj vad ! » Ha ze n’eo nemet ar wirione : al leanezed, sonj d’ê euz ar vad græt d’ê gant pelerined an Itron-Varia-Zilvidigez, o deuz *enaouet an tantad-ze, evit diskouel d’ê pegen evuruz ec’h int ouz o gwelet c’hoaz eur wech.
Gellout ’rer eta laret na espern netra tud ar Stromboli evit ober d’imp plijadur, Ni ive, euz hon zu, a ra kement-all en o c’heñver. Goude bean tennet hon c’hanol, e kanomp war eun dro an De profundis. Hon mouez, a dra sur, ac’h a betek d’ê, hag i a lak o hini da asanti ganimp. Ha setu eun aluzen dalvouduz græt d’an anaon paour !
Kement-man a lak eun dra ’n em spered : pegen evuruz eo bean bugel d’an Iliz katolik ! Ze, ha ze hepken, an euz talveet d’imp ha da dud Stromboli an evurusted dispar ec’h omp o paouez tanva. Dizanav ec’h omp an eil evit egile ha, koulskoude, hon deuz en em zellet evel breudeur. Hag evit petra ? Atoue sur, bugale omp d’an hevelep mamm, an Iliz Zantel. Unanet eo hon sperejo gant an *hevelep fe, hag entanet hon c’halono gant an hevelep karante : karante evit an Au. Doue, karante evit hon nesan, dreist-holl pa ve muioc’h ezomek, ’vel ar paour kæz anaon.
Oh ! an abardevez-man, na ankouain ’nei biken !