Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —


XIX


*Helebini etre heol ha loar — Etre toull ha roc’h, — *Raz Messina


O sonjal er Stromboli e santan c’hoaz eul levenez vraz en em c’hreiz. Ha, koulskoude, n’eo homan nemet eun divlaz euz an hini a zanten neuze. Petra bennag, pa oa tremenet an enezen ha tavet ar mouejo, e teuaz eun dra all d’am laouenaat c’hoaz muioc’h. Teul a riz ple d’al loar a oa o sevel euz ar mor, *kelc’hek ha ru-tan : ’n eur drei d’ei ma c’hein, ’vit-se, e weliz an heol, ru-tan heñ ive, o vont da gousket pe gentoc’h d’en em veuian en *goeled ar mor. Mes sklerijen al loar a deue d’imp a-dreuz d’an oabl teñval, hag, o tansal war c’houre an dour lugernuz, e seblante heuilh eur wenojen arc’hant gwenn, Ar c’huz-heol heñ a oa tanet gant ar sklerijen : alaouret an oabl, alaouret ar mor a du gantan.

Chom a riz sebezet dirag kement-se, mes na chomiz ket pell, rak kloc’h koan a zonaz raktal, ha ne oa ket re abred ’vit kof ; seiz heur e oa, ha ’boue unek heur an nevoa bet amzer ar paour kæz da vean kleuzet.

Prejan ’reomp eta gant kalon digor, ha gant hast ive. C’hoant ’zo gant pep-hini da distrei adarre war ar pont evit gwelet striz-mor Mesina.