e oa an Itron-Varia-Zilvidigez o tostaat. Kenkent e teu war draou gant ar run, en eur redek a-dreuz d’an douar *gwiniek, pautred ha plac’hed, dilezet gante o labour dre m’o deuz c’hoant d’ober d’imp o gourc’hemenno. Euz e du, ar mirer a gemer eur c’horn doug-mouez hag a lausk ennan komzo hag a deu bete d’imp, daoust pegen pell eman diouzimp. Setu aman diou euz ar re a glevan-me distag : « Veni Creator ! — Buena Sera (nozvez vad) ! » Bean ’zo pelerined hag a heuilh penn-da-benn ’pez a lar. Evidon-me, me ’zo, ’benn neuze, gant eun dra-all.
Tremenet gant hon lestr ar beg-douar, e tizoloan eur gærik koant, koantan hini am euz gwelet biskoaz. Harpet eo ouz ar mene, he zreid damdost er mor ; he fenn a zav, eur penn gwenn ha sard etre *gwiniennou ra d’ean ’vel eur gurunen c’hlaz. Petra bennak, al liou gwenn a zo war he c’horf penn-da-benn : gwenn eo he zier, ha gwenn hec’h iliz. Eun iliz neve he deuz, d’ei eun tour uhel, savet e læc’h eun all bet diskaret gant eur c’hren-douar. Enni ’man lorc’h tud Inostro (an hano-ze a doug ar gærik), Mes n’ankouaont ket ec’h int bet sikouret d’he sevel gant arc’hant pelerined ar binijen. Evit o zrugarekât e teuont hirie, ’vel ma teuont bep gwech, da zaludi anê en o zremen.
Gwel a reomp anê harpet ouz ar prenecho pe vodet ’raug o zier. Youc’hal a reont a bouez penn ha hijan mouchouero, dreist-holl pa glevont an tenn kanol a lausk d’ê hon lestr evit o zaludi. Ha setu, ’vit respont d’imp, eur vouez o sevel hag a voug o hini : mouez kleier hag a vranskel herr da m’hellont, eur vouez skintin, eur vouez