Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 55 —


XVIII


*Helebini etre tud al lestr ha tud ar Stromboli ; korn ; youc’hadenno ; kanol ; kleier ; tantad. — Doue da bardoni d’an anaon !


Poan hon deuz o tistagan hon daoulagad euz ar mene tanek, ha, koulskoude, e zo treo all dirake ha treo euz ar bravan.

Da gentan, ar semafor, da laret eo eur wern ha d’ei barrenno ’vit ober sino ’vel gant divræc’h. Pignet eo uhel war eur beg-douar, hag heñ livet, n’eo ket en gwenn hepken ’vel re Vreiz, mes en gwenn hag en du. Mar zo roet d’ean al liou kaon, n’eo ket hep *abek ; rei a ra da c’hout da neb hen gwel o deuz tud an enezen eun devosion vraz ’vit an anaon. Aboue an amzer goz eman en o zouez, ha bepred e chom beo : ar vroik-man, o vean m’eo distag euz an Itali hag euz ar Sisil, a vir æzetoc’h an doareo koz ha na digor ket frank an nor d’an doareo neve. Ha gwell a ze eviti ! muioc’h a evurusted a zo enni ’vit e læc’h-all.

Evel-se e lerer, ha me hen kredfe aoalc’h, ken kalonek eo an digemer a ra d’imp tud an enez pa deuont da ouzout ec’h omp o tremen. Adalek m’eo bet savet ar banniel a dri liou war hon lestr, dioustu mirer ar semafor an euz anveet anomp ha foet da c’hout d’ar re-all