Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —

Peadra a zo aze da spontan neb a fell d’ean tremen dre oazien Bonifasio.

A drugare Doue, an amzer a zo brao breman hag ar mor sioul. Mont a ra hon lestr ’barz ar raz ken æzet ’vel ma ya eun ibilh en eun toull a ve dioutan.


————


XV


En dour an Itali. — Eur gauzeaden diwar-benn ar C’hors : ar vendetta. — Eun *didu


Na reomp nemet tremen. Lezel a reomp war hon lerc’h an diou enezen ha n’eo ket hep eur galonad e welomp Bro-Gors o pellaat diouzimp mui-ouz-mui, Eul lost divezan ec’h eo euz Frans, hon bro garet, euz ar vro elæc’h ma lezomp ’pez a garomp ar muian. Betek-hen, koulz laret, en em gavemp enni : al loden deuz ar mor Kreizdouarek hon deuz treuzet aboue Marseilh a zo enni dour Frans. Mes breman e fell d’imp laret kenavo d’hon bro ha saludi an Itali. D’ei eo enezen Sardegn a lezomp a zeo ha d’ei ive, kouls laret, ar mor hon deuz da dreuzi epad tri de.

Stag eo c’hoaz hon daoulagad ouz ar C’hors pa zon ar c’hloc’h da eun heur hanter ’vit gelvel anomp d’eur brezegen pe eun displegaden a dleer ober d’imp diwar-benn an enezen-ze.