Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/63

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 45 —

En em dastum a reomp evit se e-kreiz ar vatimant : disheoliet omp gant eun doen lien hag eur pez lien all a zo bet stignet en tu araug da viret ouz an avel-benn da c’houean warnomp ha da harz mouez ar prezeger d’en em goll.

Heman ’zo hirie an Tad Leopold, eun den gouiziek hag a gomz reiz, mar zo. Pignet eo en eul læc’h uhel hag azeet ouz eun daul vihan ; an Tad Bailly, ar penn-rener, hag ar c’homandant Pillart a zo en e gichen, unan a bep tu. Ac’hane e komz d’ar belerined a zo dirakan, darn en o c’hoaze, darn en o zav, pep-hini gwellan ma c’hall. Den e-bed, koulskoude, na skwiz ouz e selaou : larout a ra treo ken brao da glevet !

Evidon n’ankouain ket, dreist-holl, ’pez an euz displeget diwar-benn eun tech fall ec’h eo touellet gantan ar C’horsed hag a reont anean en italiek (rag en o zouez e komzer ar yez-ze) vendetta, da laret eo ar venjans. Pa zav kasoni etre daou diegez, e klaskont noazout an eil ouz egile, n’euz fors e pe stum : Skei ha lac’han a zo neuze eur c’hoari evit ar C’horsed, hag, o vean mac’h int tær, e teu aliez goad tud da ruilh. Ha ne ver ket evit harz kement-se. An hini an nefe græt eun taul fall bennag, en em denn e-kreiz ar maki : an hano-ze a rer euz ar *stroez a c’holo an darn-vuian euz an enezen. N’euz eno nemet drez, spern ha gwe-all dreinek, skoulmet ha gwiet war eun dro kazi ’vel eur guden luiet.

Penauz e c’hallfe an archerien mont da dinezan ar vuntrerien a zo æt eno da guz, gante peadra d’en em vagan ?

Goude bean klevet an tad Leopold o komz d’imp euz