Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/61

Eus Wikimammenn
Aller à la navigation Aller à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 43 —

Ma c’houe warne ar mistral, eun avel konnaret a deu euz an hanter-noz, o de poan o tapout an toull : meur a hini o deuz en em gollet aman, bet stlapet war ar c’herrek a zav o fri hag a diskoe o dent a bep tu.

Goasan darvoud a zo c’hoarveet aman er stum-ze eo hini ar Semillante. Evit delc’hen envor anean, e zo bet savet war eur roc’hel a dremenomp diraki, eur min sonn, ledan euz traou hag a ya war voanaat. Skritur ’zo war e bevar goste ha tro-ha-zro d’ean eur voger izel.

Ar Semillante ’oa eul lestr braz a gase eiz kant soudard da Zebastopol er blavez triouæc’h kant pemp ha hanter-kant. Ar bemzekved a viz c’houevrer e oa warnan da dremen dre doull Bonifasio, pa deuaz, dre oall-amzer, da vean taulet war ar c’herrek, drailhet ha lonket chouk gant ar mor. Den e-bed, na martolod na soudard, na deuaz a-benn d’en em zavetei. Esaet, koulskoude, o devoa, rag, pac’h eo bet kavet o c’horfo, e oant e-noaz, ’pez a diskoe o devoa diwisket o dilhad evit nanvial æzetoc’h.

Daou, koulskoude, a oa dilhad warne : ar c’hommandant, a douge c’hoaz e wiskamant a vestr, hag an aluzenner a douge war e zoutanen eur sourpilis hag eur stolen, kemeret emichans evit rei an absolven d’an dud paour a wele endro d’ean en pred ar maro.

Ar c’hommandant a oa kazi en gortoz a gement-man. Pa oa d’ean da gwitât porz Toulon, na c’houle ket, dre ma oa re rust ar mor, mes dont a reaz d’ean euz a Bariz urz da zevel dioustu an heor, Hag heñ da zenti ha da gemer ar mor, daoust d’ean da vean konnaret. Graet an euz heñ e zever : ar gouarnamant, avad, na laran ket.