Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —

Ar re-ze eo gwell gante chom war leur al lestr da lonkan ær.

Euz ma *strollad avad na vank hini ’bed ouz taul. Ha me ’lar d’ac’h eo digor hon c’halono ; war vor, pa ’ver yac’h, e ve dalc’hmad muioc’h a naon ’vid war zouar. Ha goude ar pred, braoat eo bean war al leur, o tiviz gant heman ha henont, hag o sellet an heol o vont d’en em veui ’barz ar mor !

Wardro seiz heur hanter, salud ar zakramant, a roer d’imp ’barz ar chapel a zo pignet a-uz d’al leur, er penn-a-dre euz ar vatimant. Toet eo gant pejo lien stignet, ha tro-a-zro d’ei, kazi dre-holl, lien ive. An auter vraz, hi, a zo en eur gamprik plenken. Ken sklær eo ar chapel ’vel pa vije de, dre mac’h eo sklerijennet gant an elektrisite.

Goude ar pedenno, e klever eun ali bennag digant an Tad Bailly, ha neuze, ’c’h er da gousket. Mes bean ’zo kalz ha n’eont ket da glask o gwele. Re dom, re enk e kavont o c’habinen, hag ar c’houez a zantont enni, c’houez ponner, a zo peadra da rei d’ê eur zav-kalon.

Gwell eo gante tremen o nozvez war ar pont, paket en eur vantel pe en eur c’holoen c’hloan, hag astennet war eur gador hir pe zoken gourveet war ar plenken. Me na gredan ket ober ’velte, na kennebeut an daou velek a zo roet d’in da gamaraded kambr, au Au. Grenier, euz a Baris, hag an Au. Dutilleul, euz Eskopti Kambre.

Hon zri ’ta en em dennomp en hon c’habinen. Pep-hini en em glenk, ar gwellikan ma hall, ’barz an toullik a zo bet roet d’ean ’vit gwele, hag, heb dale, e teu da venel kousket : ken skwiz ec’h omp euz an daou devez divezan !


————