D’ar yaou, an 29 a Est. — ’Benn 2 h. 1/2 ec’h on dihun, ha goude, gant an domder hag ar c’houezour, n’on ken ’vit kousket. Re hir e kavan ’n amzer ; ha me e-traou wardro peder heur hanter. Kazi taken dour ebed ’barz ar pod-goalc’h. Mont a ran ’ta da glask pautr an dour, ha pa ’m eus kavet ’nean, e tistroan d’am c’hamprik. « Hola, Herri ! emeon. Dour aoalc’h, ar wech-man ! ha re a dour ! N’eo ket hepken da gargan ar pod a dour dous am euz ezom euz ar mevel, mes dreist-holl, da skarzan an dour sall a c’holo breman leur ar gambr. »
’Toue, sur, eves-man eo bet kont. Al lukanik hon doa lezet anean digor epad an noz evit kaout eun tammik ær fresk : mes wardro pemp heur, ’vel ma rer bep beure, e oa bet goalc’het ha skubet ar pont gand dour mor hag o doa redet bannac’ho mad en hon c’habinen dre doull al lukan.
Kentan a ran, eo lemel euz an dour ar pakajo, ar boto hag an treo-all evit o harz da vean re c’hlebiet, ha, goude, e c’hortozan ken an nefo achuet ar mevel da skarzan an dour ha da dizec’han leur ar gambr. Neuze ec’h achuan me ive d’en em gempenn, hag e tec’han a-kwit evit lezel plas gant an daou all da zevel d’o