ar « jecherezed » a-dreuz d’ar Goantigen. Pac’h eo d’ean da vont e-mæz, ec’h eo lausket da vont e-unan-penn. Eun taul c’houitel neuze da drouzan spontuz, hag heñ war rauk. Mes setu aman eun drouz hag a zo c’hoaz spontusoc’h : leuskel a ra hon lestr eun tenn-kanol pa dremen dirag iliz an Itron Varia Gard, evit he zaludi, ha hi dioustu a respont d’ean gant mouez he c’hloc’h braz.
A gle d’imp e lezomp Kastel-If gant e dourio krenv, hag a zeo, enezen Frioul gant hec’h hospital, savet eno ’vit digemer epad eun nebeud deio an dud a deu dre vor eus broio hag a ve enne kleñvejo staguz : al Lazaret a rer anean en gallek.
Kaer hon deuz mont buhan, koulskoude ’vefomp pell hep koll an douar a wel. Ha mad eo ze : rag dindan an heol a bar warni arauk mont da guzan, ec’h eo henvel Bro-Brovans ouz eur rouanez a vefe ganti eur gwiskamant alaouret.
Mes dija eo 5 heur hanter, da laret eo, kouls koan. Diskenn a reomp ’ta d’ar zal-da-zibri : mes na ziskennomp ket holl : meur a hini a zant adalek breman an droug-mor : n’eo ket c’hoant dibri o deuz, mes kentoc’h c’hoant teurel ’pez o deuz debret d’o meren.