Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —
’ve eun offiser leal ha gwiziek. Mes c’hoant d’ean da zerviji eur mestr brasoc’h c’hoaz, an Autro Doue, en em oestlaz d’ean, ’vel manac’h, ’barz Urz an Assomption, a oa neuze neve zavet. Hag aboue nan euz ket kollet e amzer. Heñ ’zo bet ambrouger evit kas beb bla euz Frans da Jeruzalem pelerined dre gantcho ha bete dre viliero ; ouspenn ugent gwech eo bet wardro gante.
Heñ ive an euz bet ar boan hag an enor da zevel gazeten Ar Groaz, he deuz graet beteg-hen kement a vad e-touez ar Fransizien, hag a dalc’h c’hoaz d’ober d’ê kalz a vad, goude koulskoude na ’man ken etre e zaouarn. Goasket hep gwir gant ar gouarnamant, mar-