Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —

vad ’balamour d’an droug a ræ d’ar Franmasouned, an euz renket, tremen eur bla zo, leuskel e Groaz, e verc’h karet. A drugare Doue, koueet eo etre daouarn tud a benn hag a galon, a oar delc’hen enni bue ha nerz : bemde zoken ec’h a war greski.

Dinec’h ’ta eo an Tad Bailly, — da vihanan, evit ’pez a zell e Groaz ; rag bec’hiet eo e galon o sonjal penauz ’benn an de kentan a viz here, e renko, ’vit harz da vean chadennet ’vel eun den fallagr, kwitaat douar Frans e vro, gant e relijiused.

Da c’hortoz, e ple ganimp ’vel eun tad gant e vugale. Meur a wech hon defo da welet penauz ec’h eo eun den a bouez, ’pez na vir ket outan da vean dalc’hmad seder hag enebour d’ar velkoni. Pa dremen ’n hon mesk, bepred diskabel, e varo gwenn hir hijet gant an avel, e koue warnomp euz e zaoulagad glaz sello eün hag *hegarad, a lak anomp holl da vean *futet.


————
VIII


Eun tamm jabadao. — An dilæc’h


Breman ’vad n’eo ket dare ar velkoni da grigi ennomp. Birvi ’ra an dud war ar pont : ar vartoloded ac’h a hag a deu, an *dreizerien ive da vihanan, darn anê. Darn-all a zo harpet war ar gleud a ra an dro d’al lestr,