Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —

em glemm, dre garante ’vid hon Zalver, ’pez a hallfe digoueout ganimp a boaniuz epad hon beaj.

Pa ’c’h eo paouzet ar prezeger da gomz, e skuilh dour binniget war ar groaz a zo ’n he zav en e gichen, stag ouz unan eus ar gwernio. Neuze en em hadlakomp da gerzet war diou regen, hag e pozomp dirag an eil kroaz a zo harpet ouz an eil wern : binnigan ’rer homan d’he zro.

Setu an enor kentan groet d’hon c’hroajo : mes n’eo ket an divezan, nag ar c’haeran : douget e vefont war skoaio ar belerined dre ruio Jeruzalem.


————


VII


Piou eo an Tad Bailly.


Pa na n’euz ken a bedenno *liduz da laret, e roer d’imp eun all bennag gant an Tad Bailly, penn-rener ar pelerinaj, a zo ’paouez arruout euz a Bariz.

Komzet d’in eus heman, pa po c’hoant da gomz d’in euz eun den. Da gentan, en e yaouankiz, e fellaz d’ean bean eun den a vrezel, ha, fe vad, daoust pegement

a oa da ziskrapan, na c’hwitaz ket war skol ar Mil Micher[1]. Serviji ’reaz goude an impalaer Napoleon

  1. En gallek : Ecole Polytechnique.