heman, pa na hell ket chom azeet pelloc’h er memez læc’h ? »
’C’hanta ! stad vraz a ve ennon pa deu an Au. Fauvel da zibri ’n em c’hichen. Komz a ra neuze d’in euz e diegez ha rei a ra d’in da c’hout e toug eur garante vraz da bep-hini euz ar re an euz lezet er gær. Fentuz eo gwelet anean, goude pep pred, o tapout diwar an daul eur paper livet ha skeudennet kaer a ve skrivet warnan hanoio ar meujo a dle bean servijet d’imp, hag o klenkan anean en e c’hodel : « Ma zud, emean, a roo ar paper-man d’ê ar brasan plijadur ; ma bugale a gavo ennan peadra da zellet ha ma gwreg peadra da ziski evit urzan ervad he frejo. »
Goude meren, da div heur, ec’h er d’ar chapel a zo ’uz da leur-dre ar vatimant, hag ac’hane e tiskenner en prosision ha ’n eur ganan. Ober a rer eur wech tro al leur ha ’n em vodan ’rer war al leur-greiz, evit klevet eur brezegen a ra d’imp eil vikel-vraz autro ’n Eskop Marseilh kent binnigan kroajo koat ar pelerinaj. Intanet eo e gomzo : ouz o c’hlevet, e tom a neve hon c’halono, hag e kresk ennomp ar volante da c’houzanv hep ’n