Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —

taulet ple, en eur dremen, eo ar gouarnamant a c’halv eno menec’h sant Beneat. Evit se an euz roet d’ê eno eun iliz hanter-dispennet, kos tier hag eul liorz. Kaer an euz kaout kasoni ouz ar relijiuzed betek argas anê er-mæz a Frans, koulskoude e c’houl digante o zikour pa fell d’ean ober eun dra bennag a vad en broio divalo evel ar Palestin. Ober ’ra en ze ’pez na brizfe birviken ober eun den a zoare.

Pa laran ze aman, ne ran nemet adlaret ar pez a lare ma amezeien ha me pac’h omp deut da anaout doare an Tad Beneat.

Oh ! adalek breman e welomp na chomo ket hon zeodo hag hon muzello da verglan epad ar prejo. Ouspenn m’eo mad ar bevanz, e kavfomp bepred eun dra bennag da laret etrezomp. Pa ne vo digoueet netra a neve war al lestr, e vo komzet euz Breiz-Izel : meur a wech zoken e vo laret eur gir brezonek bennag : ne vo ket, avad, laret nemeur, rag ze vije ober dismeganz d’hon amezeien, na anaveont ket hon *yez kaer.

En em c’hichen e zo tri den yaouank euz koste Pariz ha nan eo ket c’hoaz peurc’hraet gante o studi. Stummet int euz ar gwellan ha plijout a ra d’in a-wejo kauzeal gant ma amezek deo. Mes a-wejo ive e vemp dispartiet gant an doktor Fauvel. Heman eo medesin ar *bourz, am euz beajet gantan etre Pariz ha Marseilh. Eun den a zoare hag a galon vad, mes ec’h eo kuriuzer eston : c’hoant gouzout an holl doareo an euz. Gwech e weler anean en eur penn euz an daul da dibri, gwech e weler anean er penn-all. N’onn ket petra a harz anon da c’houl gant ma c’henvroiz en brezonek : « Daoust ’ta petra ’n euz