Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —

unek heur, koulz meren, ec’h omp adarre war lestr ar Zilvidigez.

Eun taul kloc’h, eun eil taul kloc’h, ha ni d’ar pred. Mes n’hellomp ket en em heuilh : me, c’hoant ganin da vean gant an Au. Neumager, a zo deuz Gwengamp eveldon, a zisken da zal ar c’hlas kentan. E-tal d’ean en em lakan ’vit ma c’hellin sellet e zremm bepred seder ha klevet e gomzo c’houek. Mar digoue d’in bean klanv eun dro bennag gant ar velkoni, e vo traoalc’h d’in hen sellet hag hen selaou evit dont dioustu da laouennaat ha da yac’haat.

E-tal d’in c’hoaz e zo eur belek breton euz a Vro-Leon, an Au. Kerjan, person Lampaul-Gwimilio, eur gavaden evidon hag a dalv aour ! Rag an autro-man a gomz reiz evel eun doktor ha, ’pez ’zo gwelloc’h c’hoaz, bean ’nevo evidon dalc’h-mad eur galon a dad.

En tu kle d’in ive, ’vel dre chans, e zo eun den-all a galon aour, an Tad Beneat, euz a urz sant Beneat, hag a ren, aboue eun nebeut blavezio, kouent Kerbeneat, a zo tost da Landivizio. Eur zant a den eo heman : e zell a zo *kunv gant a vad eo e galon, hag e lagad lemm, koulskoude, gant a wiek eo e spered : pa gomz, e koue euz e vuzello furnez ha skiant, mes komz ne ra nemet goulennet e ve eun dra bennag dlgantan ; ne glask nemet en em izelaat.

Renerien vraz e urz, int, a oar aoalc’h e zo eun den a-bouez ’barz an Tad an euz bet savet ha dalc’het sonn en e zav manati Kerbeneat. Setu perag o deuz karget anean da vont d’an Douar Santel evit sevel, tost da Jeruzalem, en keriaden Abou-Gosch, eur manati-all. Ha

1*