Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/375

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 357 —

e-tuont da ze, da zioall hon deuz na ve tapet gant unan euz an dougerien ha laeret d’imp, war digare kas anean da di ar valtouterien. ’Vidon-me, kaer am euz klask war ar c’hæ, na gavan netra ! ’Benn ar fin ec’h addiskennan ’barz ar vag-jacherez hag e kavan ma zammik kouf dindan meur a hini all.

Ha me gantan dioustu da di ar valtouterien ; digeri ’nean d’ê a renkan ; gwenneien, avad, na roan d’ê hini ’bed, pa na zo en em c’houfik netra a dalvouduz.

Neuze, gant an Au. Neumager hag an Au. Hwerou, e kemeran eur oetur a gas anomp hag hon fako bete gar Marseilh.

Eno e kavfomp anê, em-berr, pa gemerfomp an tren da 8 h. 1/2.

Da c’hortoz, e reomp eur bale dre gær, ’vit gwelet tud euz hon anaoudegez. E-skeud-se e tigoue d’imp tremen dre ar Prado, eur vali euz ar bravan, ha dre ar Park-hir, a zo ennan eur palez kaer ha bleunio a-vern, Mar hon dije bet div heur ouspenn, e vijemp æt da daoulinan dirak an Itron Varia Gard, ’vit *kinnigan d’ei eur beden a drugare. A spered hepken e reomp hon felerinaj.

’Vit gonid c’hoaz amzer e koaniomp ’kichen ar gar ha ’benn 9 heur ec’h omp distaget deuz kær-rouanez ar c’hreiste.

Da 10 heur euz ar beure, an de warlerc’h, en em gavomp en Paris.


————