Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Jeruzalem, 1902.djvu/376

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 358 —


X


En Pariz : trugare d’ac’h, Kalon Jezus ! — En Gwengamp : trugare d’ac’h, Itron Varia Wir-Zikour !


D’ar zadorn an 21ed a Wengolo — Na chomfomp ket pell da dornan paveo Paris, da vihanan an Au. Hwerou ha me.

Goude bean græt rac’han hon baro ha krennan hon bleo (oh ! ar vad a ra ze d’imp !) a verniomp en ti-debr Leon, en ru Roazon.

Al loden vrasan euz hon abardevez a lakomp da bignal da Vene ar Verzerien, a doug war e griben iliz neve ar Galon-Zakr : eno e laromp trugare da Jezuz ’vit ar vad an euz talveed d’imp epad hon felerinaj, hag e oestlomp d’e Galon, a neve, ’vel ma rejomp ’kichen ar Senakl ha war al lestr, ’pez a wellan a zo ennomp.